Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


bed. Mad. Lavarit d’in e pe c’his o peuz gellet beva keit all, ha me en tou, me ’valeo ganeoc’h kevret.

— Siouas ! ne ouzoc’h ket petra ’livirit. Mez, selaouit : me zo ’vond da gounta deoc’h. Me ’zo bet eur mignoun d’ar Roue Salomon.

Oc’h e glevet, ar c’homiser a rampe e c’hinou hag a zispourbelle e zaoulagad.

— Ia. Bet oun eur mignoun d’ar Roue Salomon. Pa deuaz ar Roue-ze d’en em roi d’ar pec’het ha pa velaz e kreis e bec’het ar maro o tostaat, e lavaras d’in : « Ac’hasverus ! te zo bet va mignoun brasa. Araog mervel e lezan ganez eun dra a bris. Mesk an eil gant egile, al louzeier a zo merket var ar paper ma. Lonk anezo, goudeze, hag e vevi pelloc’h egedon. Dre va deskadurez oun deuet a benn da anaout vertus al louzeier-ze. Mes siouas ! ne vo ket talvoudus evidon. Ne meuz mui amzer… » Hag e varvas en eur gozeal.

Mad. Mesket e meuz al louzeier-ze, e gis ma oa merket. Great a meuz ganto boulou. Ama emaïnt er gwest ma. Hag en eur gemer outo unan, bep kant vloas e meus buhez evit kant vloas all, adarre… Selaouit penn-da--

— 68 —