Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOULOU GLAS AR ROUE SALOMON


lavarjen d’ezan. Bale a rankan, bemdez eb eana, morse. Digwezout a raan deuz an noz en tu-pe-du. Diskuiza ’raan eun tammik. Mez pa deu an heol da zevel, eur vouez a lavar d’in : « Kerz. » Hag e rankan mont. Kaer en deuz an dud klask va derc’hel, ne ellint, biken. Doue en deuz merket d’in e rankan bale bepred. Setu aze, Aotrou, va micher ; setu, aze, va stad a vuez,

— N’eo ket guir. Emaout o liva geier. Ma ne lavarez ket ar virionez, a benn ma tremeno an deiz-ma, e vo lakeat da groc’hen da zec’ha.

— O ! na pegement e karfen kement-se ! Mez, siouas ! en dro ma, e vezo evel en troiou all. Bet oun bet kemeret evit eul laer, evit eun treitour ; bet oun bet taolet er prizoun. Hag en devez varlerc’h, e vijen pell deuz ar re a glaske va derc’hel.

— Deuz a beleac’h oc’h ’ta ?

— Euz Jerusalem.

— Pet bloas o peuz ?

— Tri c’hant vloas ha tregont.

— Ta ! Ta ! n’eo ket guir. Tri-c’hant vloas ha tregont. Diskwezit d’in ar myster-ze. Lennet e meuz ho paperou. Gwelet a meuz e zoc’h melkoniet o rankout bale oc’h unan dre ar

— 67 —