Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


Ha gantan ive, bepred, evidon
Nerz ha buhez krenvoc’h em c’halon.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

O lenn an traou-ze, ar c’homiser a jenchas liou. — « Mez a lavare - ma c’hententan mad, — an den-ze en deuz bevet kantvejou, eb dond da veza koz. Neuze an den-ze en deuz eun dra benag hag a laka ar bloaveziou da vont ebiou d’ezan eb kas ganto tam deuz e vuhez. E ranko, kousto pe gousto, lavaret penaos ec’h en em gemer, pe me er c’haso, araog an noz, hirio, da goânia gant an diaoul d’an ifern.

Hag hen da c’hervel e gomisien : « — Eh : Loïs, Fanch, Alour !

— Petra ’zo, Aotrou ?

— It da gerc’hat an den o poa klozet er prizoun deac’h da noz, ha digasit anezan ama, dioc’h-tu.

Dek munut, goude, ar c’homiser oa penn-oc’h-penn gant ar prizounier.

— Ne dafoc’h ket kuit ec’halen, a lavaras d’ezan, ken o pezo roet d’in oc’h hano, hano o pro, o micher ha lavaret petra glaskit var dro ama.

— Aotrou ; d’an noz tremenet e meuz en lavaret deoch dija. Va hano ’zo eur myster. Den ebet na ello en anaout nemet va unan el

— 66 —