Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOULOU GLAS AR ROUE SALOMON


desket e rank beza. » Hag e troe follennou, re all ha re all c’hoaz, pa zigouezas war ar barzaz-ma :

Beza em eus melkoni ha poan
O vont dre ar bed,
Dre rankout kerzet atao, va-unan
Hep mignon ebet.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Pa veljon e zaoulagad,
O para varnon,
Dous meurbed hag hegarat,
D’an daoulin e kouezjon.

Kerz, a lavaras d’in, kerz dre ar bed,
Heb ehana morse ;
Ha diwar neuze, dre an hentchou bepred,
Ne harzan da vale.

Bevet em eus kant vloaz ha kantvejou c’hoaz,
Den mui n’am anavez ;
’Vel ma tremen hirio, e tremeno varc’hoaz !
Den ouzin n’hen deus truez !

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Pa deu an noz, bep tro, ar maro ’c’hortozan
Mez an deiz a deu heol nevez gantan

— 65 —

5