Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Hag en eur gomz evel-se dremm Sousor oa ken fuloret ma teuas Roderik da gemeret aon. Mont a reas kuit hag e tiskennas da gaout ar mor.

Eur vag oa eno o vransellat var al lano. Roderik a bignas. Goude e taolas unan deus e vein en dour.

Kerkent ar gwagou a zavas. Kerzet a reont dreist ar c’herreg, dreist an teven. En em leda ’reont war ar prajou, ar parkeier. Kendelc’her a reont da vont a-gil bep gammad. Pelloc’h edont er c’hoad el leac’h ma oa Sousor. Hen-ma ’chaloupe. Aon en doa. Mez an dour a yea buanoc’h egetan. Abarz pell e welas oa kollet.

Koulskoude, bag Roderik a yea da heul an treac’h hag a vranselle en tu-ma, en tu-ze, ken braoik ha tra.

Sousor en doa, dija, dour beteg e hanter. Ne gouie mui e peleac’h bale, e peleac’h tec’het. Hag e krias : Breur ! o Breur ! war va sikour ! Emaoun o vond da goll ! »

— « Var da zikour ! den fallakr. O ! ne dan ket na ne dan. N’e peus ket c’hoanteat va maro, te da unan ? N’e peus ket lavaret d’in mond da glask da higen e dounder ar mor bras ? Ne p’eus ket, zoken gourdrouzet va

— 56 —