Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AN HIGEN VURZUDUS


laza gant va gwarek ? Brema emaout o vond da veza beuzet. En em denn mar gellez. »

— Me ’roio d’id da wareg, eme Sonsor, en dour beteg e ziskoaz, me roio d’id da higen.

— N’e peus ket kemeret evidout da unan an holl danvez oa bet rannet etrezomp gant hon tad ?

— War va sikour, en han’ Doue ! eme Sousor, an dour o tarlounkat en e c’houzoug. Keuz am eus. Truez ! Na lez ket ac’hanon da veza beuzet !



Roderik n’oa ket den fall. Kalon vat en doa, zoken. Ne zalc’he tamm drougiez. Diskouez a rea kaout imor, mez, e gwirionez, en doa truez ouz e vreur. Teuler a reas en dour ar mean all en doa bet digant Doue ar mor.

Kerkent ar gwagou a ehanas da bignat. An treac’h a deuas. Bagig Roderik a yeas, d’e heul hag a jomas a-zav var an treaz.

Eno, Sousor a gouezas d’an daoulin dirazan. Rei ’reas d’ezan e wareg arc’hant. Rei ’reas ouspen, an higen aour en doa bet digant

— 57 —