Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/56

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
AN HIGEN VURZUDUS



Roderik a zaoulinas dirak Doue ar mor. Lavaret a reaz bennos d’ezan hag e c’houlennas digantan sevel war ar mor ha dont war an douar, adarre.

— « Euz ar voger aze, a respountas Doue ar mor, ez eus bokedou bleun-mor. Kemer ha lak anezo a-zindan d’az fri.

Ar bleuniou-ze a reas d’ezan kousket.

Pa zifunas edo war ar roc’h hag oa divarni bet risklet en dour. « Daoust, a sonjas, ha me zo bet oc’h huvreal ? »

Mez nan. En e gichen edo an higen aour hag an daou vean lugernus. Dastum a reas anezo ha yao varzu ar c’hoad.

Sousor hen gwelas o tont. Krial a reas d’ezan a ziabell : « Tec’h diouzin, loan divalo ! Ne meuz izom ’bet ac’hanout ! Ne zellin ket ouzit ken a zigasi d’in va higen aour.

— Mez setu anezi, ama. Dal ! Kemer ha ro d’in ya gwareg.

— Han ! va higen ? gwel ’ta. Hag e kemeras an higen en e zorn.

— Va higen eo, avad ! Mez kea pelloc’h c’hoaz diouzin brema. Ne roin d’it na da higen na da wareg. Me eo, brema, mestr ar c’hoad hag ar mor. Me da lazo mar dez da enebi…

— 55 —