Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Doue ar mor a flouras e varo. Chom a reas eur pennad da zonjal. Goude e lavaras : « Kemer an daou vean lugernus a zo etre da dreid. Ober a reont sevel ha disken ar mor hervez ma ve c’hoant. Gant ar mein-ze e vezi treac’h d’az preur hag e c’helli kaout digantan da wareg. Brema, klaskomp an higen. »

Doue ar mor a gemeras eur foultren bigorn. Lakaat a reas anezan etre e vuzellou, hag e sonas evel eun drompilh.

Kerkent ar palez a deuas da veza leun a besked a bep seurt ment hag a bep seurt liou : re vihan, re vras ; re rus, re wenn, re c’hlaz, re arc’hant, re alaouret. Dont a reont dioc’h renk. Ober a reont en dro d’an trôn hag ez eant kuit.

Digouezout a reas, evel-se, pesket epad pell amzer. Roderik oa dija skuiz maro o sellet. Hag hen, pelloc’h, gwelet o tont, goustadik, lochore, eur mell pesk glas. Eun neuden seiz oa stag ouz e veg hag a strobe anezan. Roderik a velas e penn a neuden an higen aour krog en e vuzell. Doue ar mor a reas sin. Ar pesk a jomas a-zav. Roderik a ziskrogas e higen. Ar pesk a daolas eun tammig gwad hag a yeas kuit evel ma oa deuet.

— 54 —