Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AN HIGEN VURZUDUS


rijen c’hlas a lugerne en dro d’ezan. Ar bezin a zave, en daou du, evel ar gwez palmez en eur c’hoad. Ha dirazan e welas eur toull bras e touez ar reier.

Roderik a jomas mantret holl. Dispourbella ’reaz e zaoulagad. Mes ne wele netra. Hag hen mond en toull.



An toull-ze oa palez Doue ar mor. E vogerou oa great gant kregin ormel hag ar pave gant kregin Sant Jakez. Er penn-huela edo mestr an ti. Azezet on var eun trôn perlez. E varo, blansounet, a zalc’he en o blansoun eur bern bigerniel alaouret. War e benn oa eur gurunen, Hag en e zorn e touge eur forc’h tri biz.

An ear en doa da veza gwall-dra. Roderik spountet holl, a gouezas d’an daoulin en eur grial : « O ! na rit ket a zroug d’in ! na rit ket a zroug d’in, mar plij. »

Doue ar mor a reas eur mousc’hoarz ha gant eur vouez dous a lavaras : « N’o pezet ket aon. Me zo ho mignon. »

Ha Roderik, kennerzet dre ar c’homzou-ze, ’gountas d’ezan e blaneden hag a c’houlennas sikour enep e vreur.

— 53 —