Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


veuzo, o klask an higen. Hag ar zonj-se a roe d’ezan laouenedigez en e galon.

Roderik, avad, a blegas e benn, ha tristik holl e tiskennas var ribl ar mor. Petra raje ? N’en doa mui netra evid en em zifen eneb e vreur. Ha koulskoude, ive, na c’helle ket mont da strad ar mor da glask ar pesk en doa lonket e higen. Ken glac’haret oa, ma sonjas en em veuzi. Daoust ha n’oa ket gwelloc’h mervel en eun taol eget mervel a nebeudou gant an naon, pe zoken, beza debret gant an anevaled gouez.

O ruilh ar sonjou-ze en e spered, e tigouezas war ar roc’h en doa kollet e higen dindani. An dour oa sioul ; ar mor glas en doa an ear da lavaret d’ezan disken ennan ; ar gwagigou a deue, an eil goude eben, da lipat e dreid. Disken a reas a nebeudou, hag a nebeudou, koulz lavaret heb her gouzout, oa goueledet er mor.

Ar yenien a lakeas e izili da sounna. Serri ’reas e zaoulagad. E ziskouarn a voude. Hag e ziwesker, evel ploum, a denne anezan varzu ar strad.

Pegeit en doa lakeat da zisken ? Ne oar den. Mez sada e dreid o steki ouz eun dra bennak. Divorfila ’reas. Edo ploum en e zav. Eur skle-

— 52 —