led gouez. Sousor a ziskennas var ribl ar mor. E higen aour a zigase, ive, d’ezan pesked eleiz.
Mez ober ar memez tra bemdez, da galz a
zo divlas. Sousor a deuas buhan da veza
inouet. Kaer en doa paka pesked deus eur
seurd nevez, bemdez, pesked a bep seurd
ment hag a bep seurd liou, kaer en doa bernia
krogen var grogen ar c’hregin a gave,
n’en doa plijadur ebet mui. Dont a rea da
veza jalous ouz e vreur. Hag ankounac’heat
gantan kenteliou e dad, e klaskas an dro da
laerez diwar e goust e wareg arc’hant hag e
virou dir. C’hoant en doa da veza d’e dro
roue war ar c’hoajou ha war ar meneziou. Mez
penaos en em gemeret ? Roderik oa bras ha
galloudus. Ouspen-ze en doa e armou. N’oa
ket brao c’hoari outan. Ha Sousor, evel an
dud avius, a zonjas mont d’ezan dre izign.
Eun devez, eta, ez eas varzu e vreur. Kaout a reas anezan e kreis ar c’hoad bras o poazat d’e vern eur mell kostezen bijorc’h.
— Ah ! deiz mad d’it ! breur, a lavaras d’ezan. Doue d’az tiwallo ! Me laka e peuz
4