O santout ar gozni o tont hag ar maro demdost d’an treujou, Tolgoz a c’halvas e vugale :
— « Pa na vezin mui, a lavaras d’ezo, c’houi ’ranno etrezoc’h va rouantelez. Ne garfen ket e rafoc’h, morse, brezel an eil d’egile. Abalamour da ze, te, a lavaras da Roderik, a vezo roue var an douar, ar c’hoajou hag ar meneziou. Dal va gwareg arc’hant ha va birou dir ha n’o deus morse, great taol gwenn ebet. Sousor, te vo mestr war ar mor hag ar pez a zo ennan. Setu ama va higen aour hag evit tapout pesked n’he deus izom tamm boued. Ne ziskrog, morse, kenneubeut, eur wech krog.
En em garit, va bugale. Na rit trouz ebet morse, an eil d’egile. Ar brezel etre breudeur a denn koler Doue. »
Hag ar roue koz a varvas eun nebeut
goude.
An daou vreur a ouelaz kalz d’o zad. Bepred, ive, oa bet dous ha mat en o c’hever, Roderik ha Sousor a lakeas e gorf en douar. Goude an anteramant e pokjont an eil d’egile, ha pep-hini en em dennas en e du.
Roderik a yeas d’ar c’hoad, ha gant e gwareg e tape ar pez a garie a lapoused hag aneva-