Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AN HYGUEN BURZUDUS


III


Eur wech oa, en eun enezen, eur roue. E hano oa Tolgos. Mestr oa war an douar ha war ar mor.

Beza en doa daou vab : Roderik ha Sousor. O daou oant koantik holl, seder ha yac’h. Sousor a garie pesketa ha klask var bord an aod kregin ha yeot mor. Roderik, avad, a gave gwelloc’h chaseal. Plijadur en doa o klevet al lapous o kana er brankou gwez ha plijout a rea d’ezan, c’hoaz, klask bleuniou e pleg reier ar menez.

— 47 —