Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


great, hirio, tro vat. Kerkoulz n’eo ket dies d’it. Ar c’hoad a zo leun a anevaled gouez.

— Sell ! te eo, Sousor, eme Roderik, laouen. Ah ! mad e peuz great o tont, avad. Mall em oa d’az kwelet ! Penaos a rez ’ta ? » Hag e pedas anezan da zibri e vern.

N’oa ket bet izom d’e bedi diou wech, chelloc’h kredi.

P’oa leun e gof e lavaras : — Ac’hanta ! N’out ket c’hoaz skuiz, Roderik, o redek atao, ar memes koajou ? Ha ma rafemp eun trok ? Ne gaf ket d’id e ve laouenoc’h hor buhez ma c’helfomp en em emell, an eil goude egile, deuz an douar ha deuz ar mor ? Ro d’in-me, epad eun devez, da wareg ha da virou. Me, en em lakaio da jaseal ha te, ’yelo da besketa gant va higen.

Roderik en doa kalon vat. Beza oa, ive, ar yaouanka. N’en doa tam difisians. Rei a reas e wareg. Ha Sousor a lezas gantan e higen aour stag ouz eul lasen seiz. Mes deus al lasen-ze, avad, en deus araog, uzet an neuden en eur frota anezi ouz eur roc’h. Roderik ne zellas ket, zoken, outi, hag a ziskennas var bord ar mor, eürus ha laouen da veza great plijadur d’e vreur, ha kountant, ive, da ober, eur vicher nevez.

— 50 —