Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
YANN E VAZ HOUARN



— Deuit da welet, eme Yann.

O zri, e tiskenjont d’ar c’hao. Mez siouaz ! Eno, n’oa mui den. Ar baro, hepken, oa chomet stag ouz ar c’hrapounou. Mes pikadou gwad a ziskoueze peseurt hent en doa kemeret ar Baro-hir da vont kuit. Dispenn a reont e roudou dre ar pikadou gwad-se. Hag e tigouezjont e kreiz ar c’hoad, e tal eur puns. Pell e chomont da zellet ennan. Mez kaer o doa sellet ne welent tam an dour er puns. Ha koulskoude, oa warnan eun droel hag eur gorden.

— Mad, a lavaront, aze ema. Emechans, eo maro. Red eo mont da welet.

— Me ya da zisken, eme ar menglenzier. Ma sao beac’h warnon me a strilho ar gorden. N’ho pezo nemet chacha. Mez chacha, avad, dioc’htu.

Epad eun heur ar gorden a zistroas da vont er puns. N’oa ket distroet oll na dija, pa oa gwelet o strilha, o strilha… o strilha c’hoaz.

E gamaradet a savas ar mengleuzier.

— Ac’hanta ! Petra ’zo ? Petra ’peus gwelet ?

— Petra ? paotred paour ! Ginou an Ifern, emechans. Tan, tan c’hoaz, ha tan. Evidon-me, ne din ket mui en toull-ze.

— Mad, gortoz ! me zo ’vont, a lavaras ar miliner…

— 37 —