Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Eun eur hanter oa tremenet, hag ar gorden a ziruilhe atao. Pelloc’h oa gwelet o strilha. Kerkent oa tennet er meaz.

— Ha te ? Petra ’peus gwelet ? petra ’peus klevet ? a lavaras d’ezan e zaou gamarad.

— Gwelet ’meus eun tan bras ha klevet eur vouez o lavaret : « Pa vo tom ar forn, c’houi ’dolo ebarz an hini ’zo o tisken. O ! awalc’h am eus bet ! O ! awalc’h am eus bet, ive ! Ne din ket mui er puns-ze. » Hag en eur lavaret kement-se, ar mengleuzier a dorche e c’houezen hag a grene c’hoaz.

— Te, kenneubeut, ne dez mui, eme Yann. Kre mil borgnon ! me zo ’vont. Me rank gouzout petra ’dremen en toul-ze. »

Hag en deus korden ar puns.



Eun hanter devez, dija, oa bet o tisken. Digouezet beteg ar strad, e welas evel eur bed all dirag e zaoulagad. Dirazan oa eur maner deus ar re gaera. Tud gwisket deus a zilhajou pinvidik a vele o tond hag o vond en dro d’ezan.

— Da biou ar palez-ma ? ’lavaras d’ezo.

— Unan a respontas : « Hennez, ar palez-ze, a zo da eun Aotrou ha na gavas, morse, e bar.

— 38 —