rad en dro-ma. Mez e peleac’h en deus lakeat e gorf !…
Tenna ’reas ar mein milin divar ar bailh hag
e welas eno, siouaz ! ar paour-keaz miliner
hanter-varo dija ! « Baro-hir ar gounnar ! a
lavaras, kement-se a gousto ker d’it. Mar gellan
da gaout dirag va daoulagad, da ler a
baeo ! »
En dervez warlerc’h edo e dro da jom er gear. En eur ober ar geusteuren, ne denne lagad diwar ar siminal. E vaz houarn a vije atao en e gichen.
D’ar c’hreisteiz, e kouezas, adarre, mein er zouben.
— Ah ! emaout krog da zisken… Ha Yann, paka e vaz houarn. Ha pa oa an Aotrou o tont deus ar siminal, dao ! eun taol war gern e benn ha leda ’nezan var al leur-zi. Treina ’reas e gorf d’ar c’hao, hag eno e rodellas e varo hag e kloumaz anezo en dro da grapounou houarn oa er voger. Neuze, en eur c’hoarzin e zeas da zini ar c’hloc’h.
E gamaradet a deuas, raktal. Ha foug enno e c’houlennont : « Ac’hanta ? deuet out a-benn anezan ? »