Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
YANN E VAZ HOUARN


zan, — me vo war evez, — mar deu aze, me vanno outan va mein-milin. »

Edo great ar zouben, adarre. Ar miliner oa o vont da dapout korden ar c’hloc’h evit gervel e gamaraded pa gouezas eur mean er zouben.

— Aze eo ! ema o tont ! Peleac’h ema va mein-milin ? a lavaras.

Mez ker buan ha ma ’n doa lavaret, setu an Aotrou Baro hir o kregi ennan hag o lakaat chadennou en dro d’ezan evel ma ve lurennet eur bugel bihan. Stanka ’reas e c’hinou gant eun torch-listri ha teuler anezan war e benn er bailh da gwalc’hi. Goudeze, war ar bailh, e lakeas ar mein-milin.



D’ar mare-ze an daou jasseour a lavare, en eur zellet euz an heol : « e tlie beza kreisteiz, Deomp da welet petra zo digouezet. »

Kaout a rajont, er gegin, ar pod houarn, adarre torret, hag an tammou strinket ama-hag-ahont war ar c’haol hag ar c’hig. Mez trouz ebed dre an ti ha ne welent den.

— Baro-hir an diaoul ! eme Yann e vaz houarn. Klaoustre en deuz lazet hor c’hama-

— 35 —