Koulskoude an daou jasseour o doa naon, dija.
— Petra ’zo c’hoarvezet da viana, a lavare Yann e vaz houarn. Ema kreisteiz. Hag ar c’hloc’h ne zon ket. Deomp da welet.
Hag e teujont d’ar maner.
E feiz ! eur zouezen o doa bet pa oant digouezet. An oaled oa freuzet. Ar pod houarn oa torret, hag ar zouben skuilhet ama-hag-ahont dre ar gegin. A zindan ar mean oaled e klevent klemmadennou truezus.
— O ! paour-keaz, emezo en eur denna kuit o c’hamarad, e pe stad emaout lakeat ? Petra ’zo c’hoarvezet ’ta ?
— Petra ? An aotrou baro hir ! Ah ! fidandoulle ! eur gwall baot eo !
— Eur gwall baot ? Ha pa ve kerniel an diaoul war e benn ni ’grenno d’ezan e varo. E peleac’h ema ?
— Ne ouzoun ket e pelec’h e c’hellfe beza.
Mez dre ar siminal eo deuet.
En devez varlerc’h, ar miliner a ginnigas chom da farda mern. « Mar teu, aze, eme-