war e gein ar zac’h en doa lezet war an
hent-bras, e lavare : « N’em eus ket kollet
va devez ; va c’hemener am bezo atao, evit
hirio. »
Koulskoude, ar c’hi en em zifrete en e zac’h. Yudal a rea, regi a rea gand e ivinou kein an diaoul keaz ha zoken kregi en e feskennou gand e zent.
— Setu, avat, eur c’hoari, eme an diaoul. Biskoaz da vihana ! Douget em eus d’an ifern kalz kemenerien. Mez hini n’eo bet ken diês da gas evel an tamm lorgnez-ma !… »
— Digouezet en ifern, Lusifer a lavaras d’ezan : Ah ! deuet out, pelloc’h ? Diwezat out hirio. Petra ’zo ganez ?
— Eur c’hemener.
— Ah ! eun all, c’hoaz ! Mat, dilas ar zac’h ! Aze e kavo kamaraded ! N’eo ket kemenerien a vank ama.
Mez a-veac’h ma oa digoret ar zac’h, ar c’hi fuloret-holl, a sailhas war hen-ma, war hen-hont, war gement-hini en em gave. Eurus ’oa an diaoulou da gaout diwaskell. Nijal o doa ranket war dreustou an ifern.