Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/313

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



— Petra ’r foultr ! a zo aze da vihana ? a lavaras.

Hag e roas d’ezan eun taol botez.

— Aï ! Aï ! eme ar c’hemener.

— Petra ? Piou ’zo aze ?

— Me paourkeaz aotrou, o vont gand an diaoul d’an ifern !

— Gand an diaoul ’ta ?

— Ia, da ! eme ar c’hemener, hag an dra-ze, abalamour ma ’m eus debret diou brunenn araok kreisteiz !…

— O ! gortoz ! eme ar chaseour.

Hag e tilasas ar zac’h.

Ar c’hemener p’en doe gellet kaout e frankiz, ne jomas ket da vragal. En em denna reas da guzat gwella ma c’helle. Ar chaseour a c’halvas e gi Turk, eur pikol ki bras, hag a lakeas anezan e leac’h ar c’hemener. Ha kuit ive.



Koulskoude an diaoul en doa great tro wenn evit e blac’h-yaouank ; rak houn-ma pa he doa gwelet anezan o tont, ’oa kouezet d’an daoulin ; skei a rea war boull he c’halon, en eur c’houlen pardoun. Ha Doue a bardounas d’ezi. An diaoul ’oa droug ennan. Dont a reas war e giz, hag en eur lakaat

— 312 —