Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/315

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



— Pebeuz loen vil, a lavarent an eil d’egile. Ne c’helfed ket padout ama ganto. Red e vo digeri an nor d’ezan da vont er meaz.

— Ia, ia, a lavaras eun diaoulig bihan evidon-me a ro va dilez, ma chom hennez ama !

Ha gant o ferier houarn o doa gellet, hep disken, digeri an nor.

Ar c’hi a lammas er meaz.

Hag an diaoulou en em glevas diwar neuze, da jom hep digas mui kemener ebet, d’an ifern.


Eur gountaden ne deo ken :
Ha d’an ifern ez ei pep den,
Kemenerien hag all,
Mar marvont e stad fall.

— 314 —