Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/301

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



— Ac’hanta, gwazed, emezan d’an archerien, n’eo ket bet Ian war ho o tro ?

— Ian ! o ! nan, aotrou, n’eus bet Ian ebet.

— Alo, gwell-a-ze ! tennomp ar bara, rak poaz-kraz e tle beza, abaoue deac’h da noz.

Kerkent ha ma voe savet an nor ’voe gwelet an toull er volz. Kaer oa klask gand ar bal-forn, tamm bara ebet, na petra ’ta ne deue er meaz. Ne voe kavet tra nemet eun tamm galetez melen-aour.

— Foutre, eme, an aotrou, ar forniad a zo eat holl gantan, nemet tamm kouign an itroun !

Dres, edo an itroun o tigouezout, deuet ive da welet.

— Sell ’ta, emezi ! o ! biskoaz ne welis eur gouign ken kaer !

Ha gant hast e kemeras eur c’hinaoued. Ac’h ! ac’h ! minerges !…

Dare ’voe dezi mervel eno. Dislounka he doa great kement, ma vije lavaret ez oa o vont da zifelc’hi.

An aotrou a yea hag a deue : mennout a rea mont e belbi.

Dioc’h-tu e redas adarre da di Ian.

— Ac’hanta ! mamm-goz, peleac’h ema ho mab ?

— 300 —