Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/300

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IAN AL LAER





D’ar sarr-noz Ian a yeas d’ober eun dro-vale, dre guz, war-dro ti-forn ar maner.

An aotrou, en taol-ma, mezaon, n’en doa ket a fizians en e vevelien. Ian a welas daou archer o vont hag o tont en ti forn.

Hag, evit gwir, Ian n’oa tamm en ebad. « Eur gwall-grogad avat, a lavare, en eur astenn e c’houzoug hag en eur griza e fri. » Sada ma klevas unan eus an archerien o lavarout d’e gamarad : — Te ’gav d’it e teuio. Ian, ama ? Pa welo daou archer, e skeud ar goulou, e save sur c’houenn en e lerou. Gwella ma ve d’eomp, eo ober eun taol kartou da dremen hon amzer.

Pa wel an daou archer krog mat er c’hoari, Ian a ya war ar forn ha toulla ar volz. Dre an toull e tennas er meaz ar bara hag ar wastell c’houek, ’oa great evit itroun ar maner. Neuze gant eun tamm pri, mesket prim ha prim, a reas eur gouign da deuler e-kreiz ar forn…

Ha d’ar gear da gas ar bara d’e vamm.



Diouz ar mintin, an aotrou, ne oa ket diwezat o tont d’an ti-forn.

— 299 —