Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/299

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


War diou vrae ! E peleac’h ema va c’hezeg ?

An aotrou a yeas dioc’htu var-zu ti Ian.

Ian her gwelas o tont hag a lavaras d’e vamm : « Ema eru an aotrou adarre, va mamm, da lavaret d’in mont da c’hoari eun dro ziês bennak d’ezan. Me ’zo ’vont da guzat en arc’h toull, e traon an ti. Lavarit ne vezin ker er gear. Mez va biz a vezo en toull. Ma welfec’h va biz o fichal e chelloc’h toui d’an aotrou, ez in da ober ar pez o lavaro.

A-veac’h en doa chouchet Ian, en e arc’h, edo an aotrou en ti.

— Mamm-goz, e peleac’h ema Ian ?

— N’ouzoun ket, aotrou. Hennez ’zo laer. Me ’meus kig er bailh ha kezeg er marchosi ha diês e ve d’eoc’h, aotrou, kaout gwelloc’h en ho ti.

— Foutre ! her gouzout re vad a ran. Mez lavarit d’ho mab, ma ne deu ket fenoz da laerez ar forniad vara, du-ma warc’hoaz e vo staget ouz ar groug.

Ar vamm a zell ouz an arc’h hag a wel biz Ian o fichal : « Diwallit mad, aotrou emezi, mont sur a rey. Rak hennez ’zo e vicher beza laer.

— 298 —