Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/298

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IAN AL LAER



— Evel ma welan eo, sur. Met deomp buan d’ar gear. Ian a rank beza bet oc’h ober e dro.

Hag e kountas d’ezan ar pez a oa digouezet.

Mez Ian, a c’hellit kredi, n’en doa ket daleet da gemer ar c’hezeg. Tenna reas divarno an diprou hag ar pallennou hag e taolas anezo war diou vrae hir hag uhel a gavas er marchosi, hag en doa lakeat, e leac’h er c’hezeg, er speurenn.

Pa voe digouezet ar vevelien, e klaskjont, o toulbabat gant o daouarn : kaout a rejont ar stleujou. — « Oh ! pebeuz chans ! emezo. Hor c’hezeg a zo ama. N’eo ket bet Ian.

Hag int-i, kemeret o fusuilhou hag a c’hoaliad pep-hini war e vrae.



Diouz ar mintin, araog goulou-deiz, an aotrou ’voe mall gantan mont d’ar marchosi.

— Ac’hanta, paotred, emezan d’e vevelien n’eo ket bet Ian oc’h ober e dro.

— Oh ! nan, aotrou. Hennez a ouie petra ’oa o c’hedal anezan ama.

An aotrou a enaouas ar goulou, hag, e leac’h kezeg, e welas e vevelien pep-hini war e vrae. Mennout a reas mont sot.

— Genaouien ! emezan, azennet korniek !

— 297 —