Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/302

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IAN AL LAER



— O ! n’ema ket er gear. Hen-nez ’zo laer, aotrou. Mez ’meus kig ha bara da zibri diganta, ar seurt n’ho peus ket en ho maner.

— Foutre ! me ’oar vat. Mez lavarit d’ezan ma na deu ket da gerc’hat al linsel a vo a-zindan an itroun en he gwele, en noz-ma, me deuio ama d’hen laza, warc’hoaz, a daoliou fusuilh.

Ian ’oa kuzet en arc’h adarre.

Ar vamm a zell hag a wel biz Jan o fichal.

— O ! emezi, diwallit outan, aotrou ! Mont sur a raio pa lavarit d’ezan. E vicher eo, rak hennez ’zo laer !



Ian a reas eur bolom plous.

Pa oa deuet an noz, e lakeas eur skeul e prenestr kambr an itroun. Pignat a reas er skeul, krog e divesker e volom, hag e save hag e tiskenne anezan dirag prenestr ar gambr.

― Sellit, eme an itroun, ema Ian er prenestr.

Hag an aotrou tapout e fusuilh… Paon ! paon !… Daou den d’ar bolom. Ian a laoskas eur griaden hag a lezas e volom da goueza.

— Oh ! en taol-ma, ema d’in, eme an aotrou. Hag hen sevel da c’hervel e vevelien

— 301 —