Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/295

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


ema e korn ar c’hraou, stag, ouz pignoun an ti.

— Eo, eo, eme Ian, me ’zo vont d’e gerc’hat. Dont a rit ive ?

Hag o daou da gerc’hat an ejen.

Ian a dennas eas anezan er meaz. Mez goude-ze, an ejen ne felle ket d’ezan mui bale.

— Lazomp anezan, eme an tonton ha rannomp anezan. Da unan ar c’hroc’hen hag ar penn, d’egile ar c’hig.

— Mad, tonton, eme Ian, me ’gemero ar c’hroc’hen.

Setu Ian pa voe kignet an ejen, en hent, gand e groc’hen. An tonton a zammas ar c’hig. Mez ne helle ket mont da heul e niz.

Pa voe eat eur pennad war an hent, Ian en em lakeas da grial a bouez penn : Va buhez ! va buhez ! Lezit ’ta ! lezit ’ta ! N’eus nemet ar c’hroc’hen hag ar penn ganen-me. Ar c’hig ’zo gant va zonton ’zo arru war-lerc’h aze ! Aïou ! aïou !

Dal ! eme an tonton, o klevet ar c’hri, ema digouezet tud ar maner war Ian.

Hag hen stlepel kig an ejen war an hent hag a-dreuz d’ar gear.

— 294 —