Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/294

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IAN AL LAER





Setu Ian buan d’ar valaneg, ha da en em guzat e-touez ar balan.

Pa edo ar c’higer o tremen ec’h en em lakeas da vlejal evel eul leue bihan : bêê ! bêê ! bêêê !

Hag ar c’higer teuler adarre al leue diwar e gein. — « Ah ! loenig paour, a lavaras, aze emaout !

Ha da redek dre ar balan da glask al leue kenta.

Ker buan ha tra, Ian a deu adarre war ar wenodenn, a zamm al leue ha gantan d’ar gear.

P’en doe galoupet a-walc’h dre ar valaneg hep kaout netra, ar c’higer a deuas da glask al leue all… Mennout a reas mont sot. Leue ebet ! kaer en doa sellet.

Hag-hen da bec’hi. Nonden tri mil ! An diaoul, sur a-walc’h, a zo er valaneg-ma !

Ha d’ar gear en eur jarneal.



Mat, eur gwaz out, a lavare, p’oa deuet an noz, ar tonton d’e miz. Me ’oar petra ’dlefes da ober. Er maner, du-ze, ez eun eun ejen lard. Met n’eo ket eas hen tapout, rak beza

— 293 —