Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/293

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Digouezet en dro, ar c’higer ’voe mantret holl. Ne gave leue ebet mui. Klask a reas e-touez ar balan ; ober a reas meur a dro d’ar park hag evel m’oa red, leue ebet ne gavas.

Hag hen, lostok, d’ar gear. — Ganen-ine, emezan, euz eus digouezet eun dra iskiz avat ! ’Oan o fond d’ar gear, va leue liammet e bevar zroad ganen war ma fenn. N’em eus great nemet lakat anezan er c’hrizenn ha mont d’ar penn all d’ar park. Pa oun deuet en-dro, ne oa leue ebet mui. Kaer meus bet klask n’em eus kavet netra.

— Alo, eme ar vestrez, petra ’vo great ama brema ? Kemend-all a dud ’zo ’klask kig ! Ama e ranker kaout kig, n’eus ket da lavaret nann.

— Mad, eme ar c’higer, en tiegez oun bet ez eus eul leue all. Me ’zo ’vont da gerc’hat anezan.

— Ia, kerz buan, eme ar wreg. Ha setu ar c’higer bet o kerc’hat al leue hag o tremen ebiou d’ar vilin, en eur vont d’ar gear.

— Tonton, eme Ian, me laerfe al leue-ze c’hoaz.

— Mezaon n’eo ket da zeski out deuet ama, eme an tonton. Alo ! Gwelomp ’ta penaos ec’h en em gemeri.

— 292 —