— Sell, tonton, a lavaras, me c’helfe laerez al leue-ze.
— E c’helfes, niz ?
— Ia, c’houi ’welo. Roït d’in ar boutou koad
nevez a zo aze, ma ’z in d’ezan.
Ar c’higer en doa da dremen dre greiz eur parkad balan.
Ian a ya en e raog hag a laka war ar wenodenn en eur penn eus ar park, eur votez nevez hag, er penn all, eur votez all.
Ar c’higer a zigouezas. Sellet a reas ouz ar votez. « Eur votez nevez ? a lavaras. Va boutou d’in-me ’zo fall a-walc’h, avat, fidandoumen ! Mez petra ’rin gand eur votez hepken ?
Digouezet er penn all d’ar park e kavas eur votez all.
Hag hen sellet outi.
— Daon ! emezan, houn-ma eo parez eben a zo duze !
Ha tanfoeltri e leue er c’hrizen ha mont d’ar c’haloup da gerc’hat ar votez en doa gwe- let da genta.
Ian oa war c’hed a gement-se. Samma ’reas al leue hag her c’hasas da di e donton.