Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/291

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



— Gant piou, mar plij santez Anna, eme ar vamm-goz, pa voe digouezet, e tle va mab mont da zeski beza laer ?

Ian a respount : « Gand an tonton bras a zo miliner e Milin-ar-Stêr !

Ar vaouez keaz a zistro d’he zi.

Ian ’oa digouezet dija.

— Ac’hanta, mamm, petra ’zo lavaret d’eoc’h ?

— Va Doue, emezi, e rankfez mont da zeski da vicher gant da donton eus Milin-ar-Stêr,

— Alo, mat, mamm ! me zo ’vont. Ha Ian da di e donton.

— Tonton, emezan, me ’zo lavaret d’in gant santez Anra, dont da zeski ganeoc’h beza laer.

— A zo mat, mat-tre, niz. Ah ! me ’oar dreist ar vicher-ze, avat.



Ian a jomas e ti e donton.

Kenta ’welas e voe eur c’higer bet o kerc’hat eul leue bihan en eun tiegez war ar meaz. Al leue ’oa liammet e dreid hag ar c’higer a zouge anezan war e benn. Ian a zelle ouz boutou ar c’higer. Koz, uzet, toull e oant.

— 290 —