Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/290

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IAN AL LAER



— Mont da laer, a respountas, Ian adrenv kein ar Zantez.

— Ichekoun ! Da laer ?! Mat !

Hag ar paour keaz koz, lezel he c’hrampoez gand ar zantez ha d’ar gear.

Ian a dapas krog er c’hrampoez hag a ziredas en-dro. Pell ’oa digouezet araog e vamm. Pelloc’h ec’h eruas ive an hini goz.

— Ac’hanta, mamm, eme Ian, pe seurt micher a zo lavaret d’in gant Santez Anna da gemeret ?

— Va Doue ! va mab, mont da laer ; kleo.

— Gant piou ez eus lavaret d’eoc’h e rankjen mont da zeski ?

— Ah ! e feiz ! n’em eus ket goulennet.

— Mat, mamm, it buan en-dro, ha kasit ganeoc’h en taol-ma, eur podad leaz dous. Rag, sur awalc’h, ar zantez he deus sec’hed brema, warlerc’h ar c’hrampoez.



Setu ar vamm, en dro, da gaout santez Anna.

Ian ive a red a-dreuz ar parkeier d’ar chapel, d’en em lakaat adrenv kein ar skeudenn venniget.

— 289 —

19