Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/289

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Pa deuas Yvona d’ar gear en devez-ze, e lavaras d’he mab : « Asa, Ian, red e vezo d’it en em gemeret en eur c’hiz pe c’hiz. An dud ne fell mui d’ezo rei d’in an aluzen hag a lavar e rankan kas ac’hanout da glask pe da c’hounit.

— Mad, mamm, eme Ian ; kent-se zur, it da c’houlenn digant Santez Anna peseurt micher e fell d’ezi, a rafen. Mez c’houi ’oar, Santez Anna a gav mad krampoez lardet. Grit krampoez gand ar bleud ’zo deuet ganeoc’h, lakit aman druz outo ha kasit d’ezi, da vihana, eun hanter dousen.

— Mad, eme Yvona goz, kouls tra d’in ober evel ma lavarez.

Hag an hini goz o vont d’ar pilpazig gant krampoez lardet, d’ar chapel, da gaout Santez Anna.

Mez Ian, skanvoc’h e droad eget hini e vamm, en devoa skoet dre ar parkeier hag a oa digouezet en he raog e ti Santez Anna. En em lakaat a reas adrenv ar skeudenn venniget.

Pa voe digouezet, an hini goz a yeas war he daoulin ha, truezus, e c’houlennas : « Santez Anna ? Petra ’ve mad d’am mab ober, mar plij ?

— 288 —