Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/288

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Ian al Laer


XIX


Yvona ti roz a veze o klask he boued. Koz ha kabac’h ’oa deuet dija ar paour keaz Yvona.

Eur mab he doa, ugent vloaz bennak, hag a veve diwar goust e vamm.

An dud a gave oa eun druez gwelet ar vaouez o klask an aluzen hag a lavaras d’ezi : « Perak ne gasit ket ho mab da glask pe da c’hounit ? Ne zere mui ouzoc’h galoupat an hentchou. Ho mab a zo gouestoc’h eget na doc’h ?…

— 287 —