Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/296

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IAN AL LAER



Ian a deuas neuze war e giz, a bakas ar c’hig hag ar c’hroc’hen hag a gasas anezo d’e vamm.



Koulskoude, ar brud ’oa eat n’oun penaos, ’oa bet Ian o laerez ejen ar maner.

A-benn eun nebeut deveziou, an aotrou ’deuas da di Ian. N’oa er gear nemet ar vamm-goz.

— E peleac’h ema ho mab, mamm-goz ?

— O fei ! aotrou, ne ouzoun ket. Va mab a zo laer. Digaset en deus d’in kig ha sur n’ho peus ket gwelloc’h er maner.

— Foutre ! eme an aotrou, me oar ho peus kik mat. Mez lavarit d’ho mab, ma na deu ket fenoz da laerez va c’hezeg, me lazo anezan.

— Oh ! aotrou, mont a rey. E vicher eo beza laer. Mont sur a rey. Me ’lavaro d’ezan.



Pa voe deuet an noz. Ian a yeas betek marchosi ar maner. Daou varc’h a oa er c’hraou hag eur mevel war bep-hini anezo. An daou vevel oa ganto peb a fusuilh karget beteg ar beg.

— 295 —