Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/278

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR BLOGORN


ziroll da c’hoarzin, ken na dregerne ar c’hoad eus an eil penn d’egile, da veza mevel ganez ! Me zo ’vont da deuler ac’hanout en neiz pik a zo aze, e beg ar wezenn. An dra-ze ’zesko d’it dont da bourmen em c’hoajou.

— Da goajou ? D’in-me eo ar c’hoajou-ma kement ha d’it-te. Ha, ma lavarez eur ger c’hoaz, me ’zo o vont da bilat holl ar gwez. Ha bremaik ne jomo mui gwezenn ebet en he zav.

— Oh ! oh ! oh ! me garfe gwelet kement-se, avat, tamm kornandoun brein !



Ar Blogorn, a lakeas e vouc’hal war an douar. « — Trouc’h ! Trouc’h ! va bouc’hal, trouc’h. » a lavaras.

Hag ar vouc’hal a yea a-gleiz, a-zehou, a-hed hag a-dreuz. Kement a stoke outo ’oa diskaret. Ne vije mui klevet nemet trouz an taoliou ha klemmou, strakadennou truezus ar gwez o koueza.

Hag ar Rouf, spountet, en em lakeas da grena. Ha dre e spount e lavare : A-walc’h ! a-walc’h ! Ne da ket, en han Doue ; da bilat holl gwez ar c’hoad. Piou out-te ? da vihana.

— Me eo markiz ar Blogorn, ar sorser

— 277 —