Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/279

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


brudet. Gand eur ger me ’lakafe va bouc’hal da drouc’ha d’it da benn. Ah ! ne anaiez ket ac’hanon, c’hoaz ! Chom aze. Malloz d’it ma teuez eur gammed larkoc’h.



Ar Rouf a jomas a-zav, sebezet-holl.

Ar Blogorn en doa naon. Kerkouls-mare mern e oa. Tenna ’reas eus e zac’h e damm bara hag e damm farz.

— Petra eo hen-nez ? an tamm traou gris-ze, eme ar Rouf ha n’en doa morse gwelet tamm farz-forn ebet.

— Eur mean, eme ar Blogorn. Hag e krogas ennan gand e zent.

— Neuze, te a zebr mein ?

— Evel a welez. An dra-ze eo va boued. Abalamour da ze, n’oun ket bras eveldont-te hag a zebr ejened. Mez abalamour da ze, ive, em eus deg gweach muioc’h a nerz egedout. E peleac’h ema da di ? Diskouez d’in da di.

Ar Rouf ne lavaras grik. Mez kerzet a reas evel eur c’hi araog ar Blogorn hag e kasas anezan d’e vaner.

— Selaou ! a lavaras ar Blogorn pa voe digouezet : Brema e rank beza unan a zaou : te, beza mevel d’in-me, pe me beza mevel

— 278 —