Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/277

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED





Digouezet e-touez ar gwez, e Koad-an-noz, ar Blogorn a zelle en tu-ma, en tu-ze. Mez ne wele netra. Ar yeot, zoken, oa uheloc’h egetan. Hag ec’h en em lakeas da gana :

Rouf du-ma, rouf du-ze,
Lavar d’in e peleac’h emaout-te.
Me ’rank kaout da gorf pe da vuhez :
D’in eo red d’it en em ziskouez.

Setu me ama ! a grias ar rouf, en eur youc’hal. E peleac’h emaout ? ma lounkin ac’hanout en eur c’hinaouad.

— Oh ! n’eo ket da d’it va lounka dioc’htu, evelkent, eme ar Blogorn. N’ez peus ket ezomm da gaout aon. Ne dec’hin ket kuit.

Ar Rouf a zigouezas. Disporbella a reas e zaoulagad. Sellet a reas en traon, en neac’h, a-gleiz a-zehou. Mez ne wele netra. Pelloc’h dre zellet izeloc’h, e welas, koulz lavaret harp outan, eur bugel azezet war eur piltos, eur zac’h gantan.

— Te eo, mec’hiog, an hini en deus dihunet ac’hanon e-kreiz va c’housk, a lavaras d’ezan, en eur ober sellou balc’h.

— Ia, eme ar Blogorn. Me ’zo deuet ama da c’houlenn diganez beza mevel ganen.

— Ah ! Ah ! Ah ! eme ar Rouf, en eur

— 276 —