Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/276

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR BLOGORN



— Va mab-kaer, eme ar roue, — hag ar roue a boueze war ar gomz-se, — va mab-kaer, eun den a galoun eveldoc’h na c’hell kemeret eur brinsez da bried hep rei d’ezi ar pez he deus c’hoant da gaout. - E koad-an-noz, aze, ez eus eur Rouf. Eur mel den eo p’eo gwir, war a glevan, en deus ugent troatad uhelder. Dibri a ra eun ejen a-bez d’e zijuni. Gand eur galabousenn war e benn ha galonsou war e ziouvreac’h, hennez a rafe eur mevel-porz eus ar re wella. Va merc’h a fell d’ezi kaout ar rouf-ze da vevel. Ha, goude-ze, e vezo ho pried raktal.

— Mat, aotrou roue, pa fell d’ho merc’h, me glásko plega ’r rouf. Mez eur gwall-grogad a vo da ober.



Goude beza chomet eur pennad da sonjal, ar Blogorn a gemeras e, zac’h, e vouc’hal, eun tamm bara, eun trouc’hat farz guiniz-du poazet er forn, hag eur gountell.

Ha yao d’ar c’hoad.

Ouz e welet o kuitaat Paol a lenve. Mez Cheun, avat, a c’hoarze yud gand an ear da lavaret e vije eurus da jom hep kaout mui e vreur war e hent.

— 275 —