Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/275

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


an tu da jom hep rei e verc’h, hep mankout d’e c’her koulskoude.

Nec’het evel ma oa, e reas gervel Cheun ha Paol da zont d’e gaout.

Paol a reas meuleudi e vreur bihan. Biken, a lavare d’ar roue, ne helfec’h kaout eun all par d’ezan.

Mez Cheun, avat, a lavaras a bep seurt droug.

— « Aotrou roue, emezan, ma vijen en ho leac’h, biken ne rojen va merc’h da eur c’hornandoun e-giz d’ezan. Eun teilok, eur bresser n’eo ken. Er vro, aotrou roue, ez eus war e glevan, eur rouf hag a gas gantan, ar zaout hag an ejened a-vern. Mad, sellit ! Gwelit pebeuz brabanser eo va breur bihan. Lavaret en deus, ouspen mil gweach, e c’helfe lakaat ar rouf-ze da veza mevel gantan !… »

— Ah ! foutre ! eme ar roue, kement-se en deus lavaret ! Eürus oun da c’houzout an dra-ze, avat…



D’an devez war-lerc’h ar roue a lakeas gervel ar Blogorn dirag holl dud e balez.

An den yaouank a zigouezas, laouen evel eun eal.

— 274 —