Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/274

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR BLOGORN



Ar Blogorn a yeas da gaout e vreudeur. Iskiz en em gavent gand o skouarniou trouc’het.

— Ah ! mignouned, emezan d’ezo, lavarit c’hoaz na rean ket mad o klask gwelet hag anaout an holl draou !

— « Ar voul ’zo ganez, eme Cheun. Ruilh anezi keit ha ma c’helli. Ar chans na ve ket roet, ral e, d’an hini a dle he c’haout. Cheun oa oazus ouz e vreur bihan.

— Oh ! me ’zo laouen hag eurus, avad, eme Baol. Eur gwaz out ! Deuet eo da daol ganez! Mat, mat-tre eo ! va diskouarn a zo trouc’het. Ar memes tra, ez oun laouen. Ha ne vank d’in evit beza eürus-tre nemet gwelet hon tad, ama, o ranna ganeomp ar blijadur da welet an taoliou-kaer az peus great.



Ar Blogorn a gasas e zaou vreur gantan d’ar maner hag a bedas mestr ar mitizien da rei eul labour bennak d’ezo da ober.



E-doug an noz, ar roue ne gouskas tamm. Sonjal a rea : « Eur mab-kaer evel ar Blogorn a ve re vihan, evelkent. » Hag e klaske

— 273 —

18