Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/273

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


anezi e-kreiz eun takad fleur a oa eno. Hag a lavaras : « Ro dour, ma c’hraonennig, ro dour !… »

Ha setu aze an dour o tilamm dre-holl a-douez eur bleuniou, o vont dre ar porz hag oc’h en em zila er puns.

En eur mare e oa karget.

Hag e voe ranket kleuza eur c’hân d’an dour da vont kuit.

Neuze ar Blogorn a yeas, evid an drede gweach, da stoui e benn dirag ar roue. « Ac’hanta Aotrou roue, a lavaras, deuet awalc’h oun a benn euz ar pez a c’houlennit ?

— Ia, Aotrou markiz, eme ar roue. Rak hiviziken me fell d’in e vefes markis. Rei ’rin d’it a volontez vat, an hanter eus va rouantelez. Me avat, evit beza mab-kaer d’in… an dra-ze na zell ket ouzin. An dra-ze a zell ouz eun all.

— Petra ’rankin ’ta c’hoaz da ober, a lavaras ar Blogorn, en eur zellet ouz merc’h ar roue.

— Warc’hoaz e vezo lavaret d’it. Da c’hedal, deus ganen d’ar palez. Ar gambr kaera ennan a vo evidout.



Ar roue en em dennas.

— 272 —