Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/272

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR BLOGORN





Mont a rajont d’ar porz bras. Ar roue a verkas al leac’h ma en doa c’hoant e vije toullet ar puns. Chom a reas da zellet. E verc’h a deuas d’en em lakaat en e gichen. An ear he doa da veza enkrezet-holl. Sellou du a rea ouz Herve. N’he doa ket, — anat oa, — sonjet kaout da bried eun teuz bihan evel hennez.

Mez ar Blogorn ne spountas ket. Tenna ’reas eus e zac’h al languede. Hag o lakaat anezan el leac’h m’oa merket toulla ’r puns e lavaras : Krog pa giri, va languede ; sko, sko founnus ! »

Ha setu ar vein o tiskolpa hag a wintal ; an atrejou o tont er meaz. Hag abarz pell e oa kleuzet eur puns doun, doun, beteg eur c’hant troatad bennak.

Ar Blogorn a yeas adarre da zaludi ar roue, hag a lavaras d’ezan : « Aotrou roue, doun a-walc’h eo ar puns evel-se ? »

Doun a-walc’h ? Hag an dour ? N’eus ket a zour en da buns.

Gortozit, eun tammig. Bremazoun e vo dour e-barz.

Hag Herve kemeret e fons e zac’h, kloz ar graonenn en doa lakeat ennan. Fourra reas

— 271 —