Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/271

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Mad ! kerz ; krog er vouc’hal. Mez taol evez na ve troc’het d’it da ziouskouarn ha da fri da heul.



Neuze, eus e zac’h ar Blogorn a dennas e vouc’hal. Ken uhel oa dija hag hen. Laoniet e oa bet o sevel anezi en he zav. Ha ’pa voe savet, e lavaras : « Trouc’h, trouc’h, va bouc’hal ! »

Hag er vouc’hal a drouc’he, a zave, a skoe a drouc’he c’hoaz, a gleiz, hag a zeou. Ne voe ket pell ar wezenn ’oa diskaret, divlenchet, faoutet, fagotet ha taolet holl en eur bern e porz-bras ar maner.

Neuze ar Blogorn a yeas da gaout ar roue. Stoui ’reas e benn dirazan ker brao ha tra, eur mousc’hoarz war e vuzellou, hag e lavaras : « Ac’hanta ? Aotrou roue, plijout a ra va labour d’eoc’h ? »

— Foutre ! eme ar roue, plijout ? Ia, zur. Eur mestr out, avat. Mez brema e rankez kleuza eur puns d’in beteg an dour.

— Ia, eme ar Blougorn me ’gleuzo anezan. E peleac’h, mar plij, ho peus c’hoant e ve kleuzet ?

— 270 —