Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/262

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR BLOGORN


eur skour pe eur c’hrizienn, e save dioc’htu re all en o leac’h.

Ouspenn-ze c’hoaz a c’hoarvezas. Ar puns a deuas da veza seac’h. Hag e ti ar roue an dud a ranke gwalc’hi o daouarn gant bier ha gant souchen.

E neb leac’h biskoaz ne voe gwelet kement-all.

A roue en doa prometet awalc’h rei douarou, arc’hant ha traou all d’an hini a deuje a benn da bilat ar wezenn ha da zigas dour er puns. Kalz tud oa bet oc’h ober eun esa. Mez, pelloc’h, den mui ne deue war dro.

Goulskoude, ar roue a lakeas embann dre hevar c’horn e rouantelez, e roje e verc’h da bried d’an hini a droc’hfe ar wezenn hag a doulfe eur puns nevez beteg an dour.

Ar bromesa ’oa tentus. Rak merc’h ar roue ’oa eur plac’h vat hag eur rozenn eus ar re gaera : kalz tud a deuas adarre d’ar maner gand o bouc’hal hag o languede.

Mez, siouas ! digouezout a reas atao evel atao. Ar re a glaske troc’ha ar wezenn ha toulla ar puns a golle o foan hag o labour. Lavaret e vije zoken e teue ar wezen kaletoc’h-kaleta dre ma skôet warni.

— 261 —