Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/263

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED





Eun devez ’ta, m’oa kôzeet dirag an tri breur eus ar pez a zigoueze e ti ar roue, e lakajont en o fenn mont ive da welet. Marteze int-i a raje gwelloc’h eged ar re-all. Piou ’oar ?

Dre ma ’z eant gand an hent, ar Blogorn a veze evel eur c’hi o vont a-zehou, a-gleiz, a-bell hag a-dost da welet kement ’oa. C’hoant en doa — lavaret e vije, — da anaout an holl draou dre ma tremene ; gwez, glasvez, mein ha traou all.

Beb ar mare e talc’he e vreudeur a-zav evit goulen diganto perak an dra-ma, perak an dra-ze : perak ez a ar gwenan er bleuniou ? perak e nij ar gwennili a-zioc’h an dour ? perak ar parpouilloun a gerz en tu-ma, en tu-ze, en tu-hont, e leac’h mont eün gand e hent ?…

Ouz e glevet, Cheun a c’hoarze. Paol a heje e ziouskoaz hag a lavare d’ezan chom peoc’h gant e zorc’hennou.



Edont o treuzi eur c’hoad hag a c’holoe eur menez penn-da-benn. War gern, ar

— 262 —