Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/261

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


atao eas da c’hounit. Mez da c’hounit ’zo. E leac’h o chom er gear ama, e c’helloc’h a-veac’h kaout peadra da viret na varvoc’h gant an naon. »

A forz da glevet o zad o randounennat atao ar memes tra, ec’h en em lakejont en hent. Kerkoulz, klevet o doa meur a wech díja közeal diwar-benn an traou burzudus a zigoueze en eur rouantelez ha n’edo ket gwall-bellou diouz o c’hear.

Roue ar vro-ze en doa eur palez eus ar re gaera. Gwintet ’oa war eur menez-uhel. Diou douribel a harpe anezan diouz pep penn. An nor ’oa bras ha ledan. Ha prenestou eus ar re gaera a leze an heol da bourmen ennan, e peb mare eus an deiz.

Mez, setu eun devez — ha n’eus gouezet morse na perak na penaos, — setu, eun devez, eur wezen o sevel dirak dor ar palez.

Ar wezenn-ze a greskas buan. Sevel a reas ken uhel ha goloi a rea kement a zouar, ma oa prim bac’het an ti ganti ha ma na helle tamm sklerijenn ebet mui mont er c’hrambjou :

Eseat ’oa, na petra ’ta ? eseat ’oa meur a wech he diskar. Met ar vouc’hal a groge a-veac’h enni. Ha c’hoaz, pa veze troc’het

— 260 —