Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/260

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR BLOGORN


XVIII


Eur wech ’oa eun den hag en doa tri mab : Cheun, Paol hag Herve.

Cheun ’oa bras ha teo, ruz e benn ha bogolier ; Paol oa eur paotr treut, seac’h ha drouk-livet evel eun den oazus ; Herve ’oa speredek evel eun arc’heal. Mez e veg ’oa gwenn ha blin evel hini eur baotrez, ha chomet e oa bihanik, ker bihanik ma oa bet hanvet ar Blogorn.

An tad n’oa ket pinvidik : en e di ne veze nepred druz ar zouben. Abalamour da ze, dre ma teue ar vugale en oad e lavare d’ezo mont da glask o chans e-touez an dud : — « Er broiou all, emezan, an arc’hant ne vezo ket

— 259 —