Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/253

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


Mez araog en em lakaat en hent, setu ama va buredad dour d’in-me. Ma teu, eun devez, da veza tenval, te a ouezo petra ’pezo da ober. Kenavo ! »

Hag hen kuit.

Dre holl ma ’z ea, e c’houlenne kelou eus e vreur. « N’ho peus ket gwelet a lavare, o tremen dre ama, eun den yaouank henvel ouzin ? »

Hag an holl a zirolla da c’hoarzin. — « Eun all henvel ouzoc’h a lavarent ? Mez c’houi hoc’h-unan ho peus tremenet dre ama, n’eus ket pell. »

Hag ar breur a entente ez oa eat e vreur dre al leac’h ma ’z ea.

Pa zigouezas er gear eleac’h oa bet lazet ar zarpant, an holl a strake o daouarn ha laouen a lavare an eil d’egile « Mab-kaer ar roue, deuet en-dro ! Buhez hir da vab-kaer ar roue ! »

Ar roue, e verc’h ha tud e balez a gemeras, ive, anezan evid e vreur.

Hen na zifazias ket anezo. Ne dintas grik divar-benn kement-se, diwar benn lavaret piou oa. Mez ober a rea goulennou hag eus an eil goulen d’egile, e teu da anaout ar pez a oa digouezet gand e vreur en e raog.

— 252 —